Brezhoneg Kerne Izel gant Andrev Seznec / Journée d’étude sur le breton du Sud Cornouaille et accent tonique avec Andrev Seznec - Eil prantad / 2e session


D'ar Sadorn 8 a viz Even 2019
E Ti ar Vro Kemper
9e mintin > 5e goude-merenn
25€

***

Evit un eil prantad, Ti ar Vro Kemper a bed Andrev Seznec, stummer war ar brezhoneg er gevredigezh Roudour, da ginnig deoc’h un devezh evit dizoloeiñ brezhoneg Kerne Izel.

Roll-labour an devezh :

- An taol-mouezh er ger (hirder pe berrder), er strollad-anv, er frazenn diwar André Sinou, brezhoneg Lechiagad Hor Yezh 1999, reolenn laket da dalvout war Brezhoneg Kerne-Leon-Treger

- Selaou enrolladennoù evit meizañ mat ar perzhioù gwelet hag evit distagañ anezho diwar lenn goude deoc’h selaou : a-stroll da gentañ hag a-skipailhoù da c'houde. Flouraat e zoare distagañ ( meur a enrolladenn a vo kinniget deoc’h padal e c'hellit dont gant un enrolladenn hag a blij deoc’h ar brezhoneg enni daoust ma n’eo ket brezhoneg Kerne Izel).

- Lenn pennadoù-skrid, diwar gazetenn pe levr, ar flourañ ar gwellañ diwar bleustriñ, goude deoc’h merkañ an taolioù-mouezh enno.

- Kontañ un istor farsus berr, 5 linenn bennak dre lenn pe dre eñvor ma c’hellit.

***

Titouroù :
--> 15 den d'ar muiañ
--> Adalek 15 bloaz
--> Live B1 d'an nebeutañ (tud a oar brezhoneg dija)
--> Traoù da zegas : un enrolladenn, un alc'hwez USB, un urzhiataer hezoug (ma ez eus unan ganeoc'h), paper.

--> Priz ar staj : 25€
--> Ne vo ket kemeret e karg ar pred e priz ar staj, trugarez da zegas ho poued
--> Ret eo en em enskrivañ en a-raok, trugarez da lakaat hoc'h anv en ur leuniañ ar goulennaoueg amañ-dindan
--> Degemeret e vo ar re gentañ enskrivet

Nom *
Your answer
Prénom *
Your answer
Adresse *
Your answer
Téléphone *
Your answer
E-mail *
Your answer
Submit
Never submit passwords through Google Forms.
This content is neither created nor endorsed by Google. Report Abuse - Terms of Service